Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/346

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
334
Introduction

rabl eo ivez en oll, da lavaret eo en e oll guevrennou : rac ar gommançamant, ar fin, an utilite pe ar profit, ar form hac ar vateri eus ar Sacramant a Briedelez a so a gousecanç vras d’ar Republic : rac ar c’hrizien hac ar sourcen eus ar mad public eo ar briedelez.

Pliche gant Doue, ra ve couviet e Vap unic hor Salver d’an oll Eureujou evel ma oue couviet d’an Eured eus a Cana e Galilee, ar guin a gonsolation hac a venediction ne vanque jamæs ebarz : rac ar pez a so caus na deus peurvuia nemet nebeudic eus an seurt guin-se er commançamant eus ar briedelezou, eo abalamour ma couvier enno an Idol impur Adonis eleac’h hor Salver, hac an Idoles impudic Venus eleac’h ar Verc’hes Vari. Piou bennâc a fell dezàn caout oanedigou caër a liou marellet, evel en devoue Jacob, a renq eveldan lacat dirac an devet pa en em zestumont d’en em barrât, guialennou caër eus a bep liou. Dememes nep a fell dezàn caout chans vad er Briedelez, a dleffe en e Eured lacat dirac e zaoulagat ar santelez hac an dignite eus ar Sacramant-mâ : hoguen eleac’h quemense e c’herru ebarz mil direglamant, en divertissamanchou, e banquejou hac er c’homsou : ne d’e quet estrainch eta ma teu ac’hano cals a effejou direglet ivez er briedelez.

Dreist peb-tra e c’hexhortàn ar Priedou