Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
d’ar Vuez Devot.




AR C’HUEC’HVET CHABISTR.
Penaus ar guenta purgation eo en em burgi diouz ar pec’hejou marvel.


AR guenta purgation a ranquer da ober eo an hini diouz ar pec’het, hac ar voyen d’en em burgi diouz ar pec’het eo ar Sacramant a Binigen. Clasquit ur C’honfessour an dina a ellot da gaout, en em servichit eus al Levriouigou pere a ell ho sicour da ober ur gonfession vad : lennit-y gant attantion, ha remerquit a bouent e pouent pe en tra hoc’h eus offanset Doue, oc’h en em examina abaoue ma hoc’h eus bet an usaich a reson bete an heur bresant : hac o veza erc’hisse preparet ha destumet ar pec’hejou a so var ho c’houstianç, detestit-y ha regretit-y dre ur gontrition hac un displijadur ar brassa a vezo possibl deoc’h, o consideri ar pevar zra-mâ, da guenta penaus hoc’h eus collet graç Doue, d’an eil penaus hoc’h eus quiteat ho lot eus ar Barados, d’an trede penaus hoc’h eus acceptet ar poaniou eternel eus an Ifern, ha d’ar pevare penaus hoc’h eus renoncet d’ar garantez a Zoue.

Guelet a rit ervat, Philotee, penaus e comsan eus a ur Gonfession general eus hoc’h oll buez : me a ene ervat evit guir, ne de quet ato necesser abfolumãt ar gonfes-