Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
Introduction.

, hac o veza bet goualc’het ha neteat a ziaguent, a choulenne beza goualc’het c’hoaz.

An exerciç eus a burgation an Ene, ne ell na ne dle finissa nemet gant hor buez : n’en em droublomp quet eta evit guelet hon imperfctionou ; rac o combati outo eo e consist hor perfection, ha ne ouffemp quet combati outo anes o guelet, nac o zrec’hi, anes o rancontr ; ar victor a dleomp da c’hounit varnezo ne gonsift quet o chom hep santout anezo, mæs o chom hep consanti dezo. Mæs ne de quet consanti dezo eo beza importunet ganto ; ret eo ervat evit exerci hon humilite, e vemp aviziou blesset er gombat spirituel-se : cousgoude ne vezomp jamæs trec’het nemet pa hor bez collet pe ar vuez, pe ar gouraich. Hoguen an imperfectionou hac ar pec’hejou veniel ne ouffent quet lammet ar vuez spirituel digueneomp ; rac ne vez collet nemet dre ar pec’het marvel : ne rest quen eta nemet na raint quet deomp coll ar gourach. Va dilivrit, Autrou, eme Zavid, diouz all lesiregues ha diouz an digourageamant ; ur gondition eürus evidomp ebarz er bresel-mâ eo ma vezzimp ato victorius nemet e vezzimp ato er volentez da gombati.


————