Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
Introduction.

sion general-se ; hoguen me a ene ervad ive cousgoude penaus e vezo profitabl bras deoc’h er gommançamant-mâ, a rac-se ho cusuliàn d’e ober. Alies ec’h erru ma vez leun a zefautou bras ar gonfessionou ordinal eus ar re pere a gundu ur vuez commun : rac alies n’en em breparont quet, pe n’er greont quet aoualc’h, peautramant e vanq dezo ar gõtrition a so requis da gaout ; hac evelse ez eer da gofès meur a veich gant ur certen volontez da zistrei d’ar pechet, abalamour na fell quet en em evita diouz an occasion anezàn, nac en em fervichout eus ar moyenou necesser evit en em amanti ; hac e quêver quemense oll eo requis ober ur Gonfession general evit assuri an Ene. Ouzpen ma teu ar gonfession general da rei deomp an anaoudeguez ac’hanõp hon-unan ; da ober deomp caout mæs ha confufion, o consideri hor buez tremenet, hac en em estoni o consideri an drugarez a Zoue pehini en deveus hor gortoet da zistrei ountàn gant quement a batiantet, appesi a ra hor chalon, soulagi a ra hor speret, excita a ra enomp resolutionou mad, rei a ra leac’h d’hon Tad spirituel da rei deomp avisou convenaploc’h d’hor chondition ha d’hor stad, hac e tigor hor c’halon evit en em ziscleria gant fizianç en hor c’honfessionou all varlerc’h. Pa e quistion amâ eta da nevezi generalamant hor c’halon ha da gonvertissa