Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/311

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
299
d’ar Vuez Devot.

caerra bisaich. Ar Verc’hes a yoa brases, Sant Joseph he Fried a vele sclear quemense, mæs evel ma e guele a ur chostez-all o cundui ur vuez meurbet santel, pur hac angelic, ne allas biscoaz cridi e vise braseset a enep he c’houstianç ; hac evelse oc’h en em resolvi d’e dilesel e lese ar jugeamant a guemense gant Doue ; ha peguement bennâc ma zoa cre ha violant an apparanç evit ober dezàn conceo ur goal santimant eus ar Verc’hes sacr-se, cousgoude ne falvezas dezâ jamæs ober ar jugeamant-se anezi : mæs perac ? abalamour, eme ar Speret Santel, ma zoa un den just : pa na ell mui an den just excusi nac an action nac an intention eus an hini ma c’hoar ervat a hent-all ez e den honest, c’hoaz ne fell quet dezân e varn ; mæs lamet a ra quemense eus e speret, hac e les Doue da varn. Hor Salver crucifiet memes, ec’his ne alle quet excus toutafæt pec’het ar re pere o devoa-èn crucifiet, a ziminuas daviana ar valiç anezân, o lavaret ne ouient quet petra a reant. Pa na ellomp excus ar pec’het, rentomp-èn daviana dîn a gompassion, oc’h e attribui dar suportapla caus a ouffe da gaout, evel ma zeo d’an inoranç pe d’an infirmite.

Mæs ha ne aller jamæs eta barn an nessa ? non certenamant, jamæs : Doue, Philotee, eo a varn ar griminalet e justiç. Guir eo,