Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
298
Introduction

ober dezo douguen dindan plantou o zreid lousaouen ar scleric, hanvet e gallec éclaire ou chelidoine. Certenamant ar pec’het a jugeamant temerer a so ur melender spirituel pehini a ra ma c’happaris beza droug quement tra en em bresant dirac daoulagat ar re pere a so sujet d’ar c’hlènvet-se. Hoguen piou bennâc a fell dezàn beza salo diountâ, a renq lacat ar remejou non pas ouz e zaoulagat hac ouz e entendamant, mss ouz e affectionou pere eo treid an ene. Mar d’e douç hoc’h affectionou, ar jujamant hac ar varnidiguez, pehini a reot, a vezo douç ; mar dint charitabl, ar jugeamant, pehini a reot, a vezo ive charitabl.

Presanti a ran deoc’h tri exempl admirabl : Isaac en devoa lavaret penaus oa Rebecca c’hoar dezàn ; Abimelec er guelas o c’houari ganti, da lavaret e oc’h e cherissa gant ur garantez tener, ha neuse-souden e teuas da jugi penaus oa e c’hreg oa ; ul lagad malin a zeuie da jugi quent penaus e vise loan fall dezâ vise, pe mar bise c’hoar dezâ, e cunduse goal vuez ganti ; mæs Abimelec a heulias ar charirapla santimant a alle da guemeret o cridi penaus oant priedou. Ret e ober ato evelse, Philotee, oc’h ober ur jugeamant favorabl eus hon nessa e quement ha ma vezo possibl deomp ; ha ma c’halle un action caout cant bisaich, e ranquet sellet outhi diouz an tu ma e deveus