dezo guelet partout sarpantet ha traou horribl : dememes ar re pere o deveus avalet an ourgouil, an avi, an ambition, ar gassoni, ne velont netra na guefont ez e droug ha na de da veza blamet ; ar re o deveus efet eus a sustanç al lousaouen-se, evit beza rentet salo, a dle quemeret guin palm ; hac evit ar re o deveus effet eus ar viçou-mâ e lavaran ar memes tra ; efit muia ma ellot ar guin sacr eus ar garantez, ho tilivra a rai diouz ar goal humorrou-se, pere a so caus deoc’h da ober jugeamanchou temerer. Ar charite pe ar garantez e deveus aon na rancontre an droug, guinevel d’e glasc e zae ; ha pa en rancontr, e tistro e bisaich dioutâ hac e teu d’e ziscimuli ; hac evelse e ser e daoulagat abarz e velet er c’henta trous a gleo anezàn, ha goude e cred dre ur simplicite santel penaus ne doa quet an droug oa, nemet hepquen ar squeud pe un apparanç bennâc a zroug. Mar bez contraign da anaout ez oa droug, e tistro diountâ neuse-souden hac e clasq ancounec’hât ar soinch anezân : ar charite pe ar garantez eo ar remed brâs ouz peb droug, mæs ispicial ouz hemâ. Ar re o deveus ur certen clènvet, hanvet e gallec, la jaunisse, hac e brezonec, ar melender pe zroug ar Roue, a guef ez e melen quement tra en em apparis dirac o daoulagad : lavaret a reer penaus evit o renta salo diouz an droug-se e ranquer
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/309
Neuz