Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/308

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
296
Introduction

viç ma zint o-unan, pe da viana da guer bras viç o veza avis gantô penaus an niver bras a bec’herien a rent bianoc’h hac excusaploc’h o fec’het. Cals en em ro d’ar jugeamanchou temerer dre ar bligeadur hepquen pehini a guemeront o tiscoursi hac o tivina var ar gomportamant ha var an humor eus an dud e maniel da exerci ar speret. Mar c’hoarvez ganto dre valeur rancontr aviziou ar virionez en o jujamanchou hac en o barnidiguezou, an arroganç hac an appetit da jugi ha da varn bepret a gresc enno en hevelep-fæçon, ma vez poan oc’h o distrei diouz quemense. Ar re-all a varn dre bassion ha dre affection, o sonjal ato ar mad eus ar pez a gueront, hac o sonjal ato an droug eus ar pez a gassaont ; exceptet en un occasion admirabl ha guirion cousgoude, pehini a so un effet monstrus hac a sorti eus a ur garanrez impur, imparfet, troublet, ha clàn ; ar jalousi eo a fell din da lavaret, pehihi, evel ma c’hoar peb-unan, evit ur sell simpl, evit an disterra musc’hoarz a zeu da varn an dud eus a infidelite hac eus a aoultriez. Erfin an amprehantion, an ambition hac an seurt sempladureziou-se a speret a gontribu cals alies da ober goal suspicionou ha jujamanchou temerer.

Hoguen pebez remejou’ta ouz ar viç-mâ ? ar re pere a ef ar sustanç eus a ul lousaouen, a so en Ethiopii, galvet Ophiusa, a soinch