decin mad spirituel : rac o veza natural dezo ar chuervder-se a galon, ez e dies dezo e zrec’hi ; ha peguement bennâc na ve quet pec’het en-hi e-unan nemet un imperfection hepquen, ez e dangerus cousgoude, abalamour ma ro antre hac antretien ebarz en Ene d’ar jugeamant temerer ha d’an droug-prezec. Hinienou a varn temereramant non pas dre c’huervder, mæs dre superbite ; o veza avis ganto, penaus diouz ma c’hiselaont enor o hentez, e c’huelaont o enor o-unan : sperejou arrogant ha presomptuus int, pere en em admir o-unan, hac en em laca quen huel en o istim o-unan, ma sellont ouz ar rest oll evel ouz un dra zister hac isel. Me ne doun quet evel ar rest eus an dud, eme ar Farisien sot hont eus an Aviel. Darn n’o deveus quet an ourgouil patant-se, nemet hepquen ur certen complesanç o consideri an droug eus o hentez, evit saouri ha lacat saouri douçoc’h a-se ar mad control pehini a guefont a so enno o-unan ; hac ar gomplesanç-se a so quer secret ha quen dies da anaout, na ell quet un den e remercout nemet mad ve a lacat ; hac ar re mernes a so sujet dezi ne zuont quet d’e anaout nemet disquezet ve dezo. Re-all evit en em flati hac en em excus outo o-unan, hac evit diminui ar remors eus o c’houstianç, a zeu volontieramant da varn ha da jugi penaus eo sujet ar re-all d’ar memes
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/307
Neuz