Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/312

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
300
Introduction

en em servich eus a vouez an dud a justiç evit en em rei da entent d’hon diou-scouarn, e druchamanchou hac e interpretet eo barnerien ar bed-mâ ; ha ne dleont prononç netra nemet ar pez o deveus desquet gantâ evel ma zint e oraclou, pa goms dre o guenou ; ha mar greont autramant, o heul o fassionou hac o inclinationou o-unan, neuse ii evit guir eo a varn, ha rac-se e vezzint barnet : rac difennet e ouz an dud e calite a dud, na varnint ar re-all.

Evit guelet hac anaout un dra, ne de quet barn eo : rac barn, da viana hervez ar frasen eus ar Scritur, a suppos un difficulte bennâc bras pe vian, pe var hini e ranquer deliberi da guenta : ha rac-se e lavar ar Scritur penaus ar re pere ne gredont quet an oll articlou eus ar feiz a so barnet dija, abalamour na deus quet da zoueti eus o daunation. Ne de quet droug eta doueti eus an nessa, eme vezo c’hui ? salocraç-sur ; rac ne de quet difennet doueti, nemet hepquen barn ; mæs ne de quet cousgoude permetet doueti na suspicioni nemet ric-a-ric, e quement hepquen ha ma hor c’hontraign ar ræsonou hac ar mercou da zoueti, anes e ve temerer an douetançou hac ar suspicionou. Ma en divise ul lagad malin guelet Jacob, pa bocas da Rachel e quichen ar punç ; pe ma en divise guelet Rebecca oc’h accepti ar brasseledou hac ar c’hleier dis-