Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
233
d’ar Vuez Devot.

baour ; pa zeo guir penaus, evel a lavar ar Scritur, e teuomp da veza hènvel ouz an traou pere a gueromp. Ar garantez a rent hènvel ar re pere en em gar. Piou a so infirm, na doun-me infirm ive gantan, eme Sant Paul ? lavaret a alfe, piou a so paour, na doun-me paour ive gantan ? abalamour ma rea dezàn ar garantez beza hènvel ouz ar re a gare : mar quirit ar beorien eta, e viot gant guirionez participant eus o faourentez, ha paour eveldo. Hoguen mar quirit ar beorien en em guifit alies en o zouez, quemerit pligeadur o vont d’o guelet ha d’o bisita en o zy, en em antretenit ganto volontieramant, bezet joa gueneoc’h ii da dostaat ouzoc’h en Ilisou, er ruou, en hinchou hac eleac’h-all. Bezit paour a deod ganto o coms ganto evel unan eus o c’henseurt ; mæs bezit pinvidig a zaouarn, o tispartia dezo eus ho moyen evel pinvidicoc’h egueto.

Ha c’hui a euteur ober choaz davantaich, va Philotee ? n’en em gontantit quet da veza paour evel ar beorien, mæs bezit paourroc’h eguet ar beorien memes ; ha penaus quemense ? ar servicher a so disterroc’h eguet e Vestr ; en em rentit eta servicher, pe servicheres d’ar beorien ; iit d’o servicha en o gueleou, pa vezont clàn, me lavar gant ho taouarn propr ; bezit queguiner pe gueguineres dezo divar ho tispign hoc’h-unan ; goalc’hit ha fresquit o dillat deza. O Va Philotee, ar ser-