Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
Introduction

mes da grisqui hor madou temporal, pa en em bresanto un occasion legitim bennâc a guemense, hac e quemēt ha ma permet gueneomp hor stad hac hor c’hondition ; rac Doue a sell dezàn e raemp evellen evit e garantez.

Mæs liquit evez na veac’h tromplet gant ho c’hamour propr pe ho carantez hoc’h-unan ; rac alies en em rent quen hènvel ouz carantez Doue ma lavarret e ve hi ve, hac evit ampeich n’ho tromplo, ha na zeue ar sourci-se eus ar madou temporel da geinch en avariçdet, ouzpen ar pez am eus lavaret er Chabistr diaraoc, e rencomp exerci lies a veich ar baourentez real en effet e mesq an oll moyen ha pinvidiguez en deveus roet Doue deomp. Quitait eta bepret un dra bennâc eus ho moyen, o rei an alusen a galon vad : rac pa roit un dra bennâc d’ar paour, e teut d’en em baourissat a guemense, ha sul-vui a root, sulvui en em baourissaot. Guir e penaus en rento Doue deoc’h non pas hepquen er bed-all, mæs er bed-mâ : rac ne deus netra a guement a rae prosperi quemēt ar madou temporal, evel an alusen ; mæs o c’hortos ma en rento Doue deoc’h, e viot ato paourisseat a guemense. O peguer santel ha peguer pinvidig eo an appaourissamant-se a reomp deomp hon-unan dre an alusen !

Quirit ar beorien hac ar baourentez ; rac dre ar garantez-se e teuot da veza ur guir