vich-se a so triomphantoc’h ha gloriussoc’h eguet ur Rouantelez. Ne allàn quet aoualc’h admira an ardeur pe gant hini e praticas St. Lois an avis-mâ, en pehini a ioa unan eus ar Rouanez vras a so bet dindan an heaul, hoguen me lavar ur Roue bras e peb fæçon : lies a veich e serviche ouz taul ar beorien pere a vague, ha casi bemdez e lequea tri ouz e daul e-unan, hac e tebre alies o demorant gant ur garantez pehini n’e devoa quer e far. Pa visitea hospitaliou an dud clàn, ar pez a rea lies a veich, en em lequea ordinal da servicha ar re pere o deveze an horripla clènvejou, evel ma zeo al lornez, ar chancr pe ar maletouich hac an seurt clènvejou-se ; ha quement servich a rente dezo, er grea e benn en noaz ha stouet var e zaoulin, o respeti Salver ar bed en o fersonaich, hac oc’h o cherissa gant ur garantez quen tener, evel a ouife ur vam douç da ober d’he c’hrouadur. Santes Elisabeth merc’h d’ar Roue a Hongrii en em gafe ordinal etouez ar beorien, hac evit he recrearion en em habille aviziou evel ur baourez emesq an Itroneset pere a veze gant-hi, en ur lavaret dezo, ma ven-me ur baoures, me en em visque evellen. O va Doue, Philotee gueaz, è a yoa paour ar Prins hac ar Brinces-mâ en o finvidiguez, ii a yoa ive pinvidig en o faourentez ! Eürus eo ar re a so paour er fæçon-mâ ; rac outo ec’h apparchant Rouan-
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/246
Neuz