an honestis eus ar c’homsou : he daoulagat a so hènvel ouz re ar goulm, abalamour ma zint neat : ouz he diouscouarn ez eus cleier aour, ar pez a represant ar burete : he fri a so evel ar guez eus al Liban, pehini a so ur c’hoat ne ell quet breina. An ene devot a dle beza evelse chast, neat hac honest a zaouarn, a vusellou, a ziouscouarn, a zaoulagat hac a gorf antieramant.
Var ar propos-mâ e represantàn deoc’h ar guer en deveus raportet an Tad ancien Ian Cassian, evel ur guer sortiet a c’henou ar Personaich bras Sant Basil pehini, o coms anezâ e-unan, a lavaras ur veich : ne oun doare ebet ouz ar merchet ha cousgoude ne doun quet guerch. Ar goms-mâ a ro deomp da entent certenamant penaus e c’haller coll ar chastete e quement seurt fæçon ma en em renter coupabl eus a impudicite hac a impurete ; hac ar pechejou impur-se, diouz ma zint bras pe vian, a zeu darn anezo da semplaat ar chastete, darn-all d’e bleci, ha darn-all d’e lacat da vervel toutafæt. Beza ez eus certen privoteou pe gestou indiscret, ha certen passionou foll ha sansuel pere, evit coms propramant, ne reont quet coll ar chastete, hac a zeu cousgoude d’e semplaat, d’e renta languissant ha da devalaat ar guender caer anezi. Beza ez eus gestou, liberteou ha passionou-all, non pas hepmuiquen indiscret mæs vicius, non pas hepmuiquen