Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
Introduction

touchet gant ur mil-beo bennâc, ne ell quet conservi pell e frescadurez. Na bermetit jamæs eta, Philotee, e touche nicun ouzoc’h en ur fæçon incivil ha dre guriosite, na var zigarez c’hoari, na var zigarez faveri gueneoc’h ; rac peguement bennâc ma c’halle ar chastete beza conservet etouez an actionou-se pere a so volachoc’h eguet na dint malicius, cousgoude ar frescadurez hac ar fleur eus ar chastete a vez ato gouènvet ha gouazzeat diouto : mæs pa en em leser da veza touchet en ur fæçon disonest, e vez ruinet antieramant ar chastete.

Ar chastete a zepand diouz ar galon evel diouz e sourcen, mæs beza e tepand ive diouz ar c’horf evel diouz e vatier ; ha rac-se e c’hell beza collet dre an oll santimanchou exterieur eus ar c’horf, ha dre ar songeson hac an desirou eus ar galon. Impudicite eo sellet, clevet, parlant, c’huezzaat ha touich’ traou disonest, pa zeu ar galon d’en em amusi enno, ha da gaout pligeadur ganto. S. Paul a lavar bref, na ve quet so-quen hanvet an impurete en ho touez. Ar guenan, ouzpen na fell quet dezo touich ouz ar gaignou, a deac’h diouto, hac e cassaont estrainch quemēt seurt flear a sorti anezo. Diouz daouarn ar Pried sacr eus a Gantic ar Chanticou e tiver ar Myr pehini a so ul liqueur hac a gonserv an traou diouz ar gorruprion : he musellou a so bandēnnet gant ur ruban ruz-glaou, ar pez a sinifi