Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
d’ar Vuez Devot.

ment ha ma permeto gueneoc’h ar charite hac ar brudanç : sentit outo pa c’hourc’hemennint deoc’h traou agreabl, evel ma ve dibri ho pouet, pe guemeret ho recreation ; rac peguement bennâc na seblante quet e ve ur vertuz bras oboissa en traou-se cousgoude e ve ur viç bras disoboissa enno. Oboissit ive dezo en traou indifferant, evel ma ve da zouguen an seurt dillat-mâ pe an seurt dillat-hont ; da vont en hent-mâ, pe en hent-hont, da gana pe da devel, hac e vezo an dra-se un oboissanç meurbet meulabl. Oboissit dezo e traou pere a ve dies, rust ha calet deoc’h da ober ; hac e vezo an dra-se un oboissanç parfet. Oboissit erfin gant douçder hep ræsoni, promtamant hep differi, laouenamant hep en em inquieti ; ha dreist peb-tra oboissit gant carantez abalamour d’an hini pehini abalamour deomp a so bet en em rentet oboissant bete ar maro eus ar Groas, ha pehini, evel a lavar Sant Bernard, a oue guel gantàn coll ar vuez eguet coll an oboissanç.

Evit disqui eas oboissa d’ho Superioret, consantit eas da volontez ho quenseurt o cedi gant o santimant er pez ne de quet droug hep contesti na disput outo : en em accommodit ive volontieramant diouz an desir eus ar re a so sujet deoc’h, e quement ha ma permeto ar ræson hep exerci autorite rigolius ebet outo, nemet dre gontraign.