Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
Introduction

Un abus eo cridi penaus, ma veac’h Religius pe Religiuses, ec’h oboissac’h eas aoualc’h, mar douc’h difficilius ba penvers da oboissa da nep so lequeat gant Doue a ziouzoc’h.

An oboissanç volontier eo an hini pe da hini en em oblijomp dre hor choas hon-unan, ha pe da hini n’hon oblich den. Ne de quet c’hui oc’h-unan e hoc’h eus choaset ho Prinç, hoc’h Escop, ho Pastor, ho tad, ho mam, na martese memes ho pried ; mæs ervat c’hui e hoc’h eus choaset ho Confessour hac ho Tirecteur ; pe c’hui a ra vœu a oboissanç dezàn’ta goude ma hoc’h eus-èn choaset (evel a eüre Santes Theresa d’he hini) pe c’hui en em ro hep vœu ebet da oboissa da ur re bennâc, an oboissanç-se a so galvet ato volontier, abalamour ma tepand diouz ho volontez hac ho choas hoc’h-unan. Ret e oboissa d’an oll Superioret, da bep-unan cousgoude er pez ma en deveus carg varnomp. Evel ma zeo er pez a apparchant ouz ar Poliç hac ouz an afferou public, eo ret oboissa d’ar Brincet ; er pez a apparchant ouz Poliç an Ilis eo ret oboissa d’ar Breladet, e quenver an traou domestic eo ret oboissa d’an tad, d’ar vam, d’ar mæstr, d’ar vestres ha d’ar pried ; e quènver an direction particulier eus an Ene eo ret oboissa d’an Directeur ha d’ar Chonfessour particulier. Liquit ho Tad spiriruel da ordren deoc’h an actionou a zevotion hac a vortification pere a