cousgoude caret ha cafet mad gant peb-unan. Mæs pa zigaç ganti ar goler, ar gourrouç hac an amportamant, pere, eme Sant Augustin, eo e soudardet, e vez douget mui eguet na vez caret, hac e c’halon e-unan a chom ato vouaz a guemense. Guell eo, eme ar memes Sant Augustin, revusi an antre ouz ar goler, peguer just bennâc e c’halle beza, eguet na deo digueri dezi, peguen dister bennâc ve ; abalamour ma zeo dies ober dezi sortial an-dal ma vez diguemeret, rac ma c’hantre evel ur vourjonen vian, ha ma teu da grisqui en un taul-cont quement hac un treust : ha mar gu’ell ur veich gounit an nos, hac an heaul da guzet var hor c’holer, ar pez a zifen an Abostol, e teu da geinch e cassoni, ha pelloc’h ne vez casi moyen ebet d’en em zisober anezi ; rac en em vezur a ra gant mil suspicion ha mil bersuasion faus, o veza ma cred ato un den courroucet penaus e vez just e gourrous. Guell eo eta æssa gouzout beva hep coler, eguet na de fallout exerci ar goler gant moderation ha gant furnez : ha pa en em guefomp surprenet ganti dre imperfection ha dre sempladurez, eo guell e c’haç prest var e c’his, eguet na de fallout marc’hata outi ; rac gant nebeut a spaç a vez roet dezi, en em rent mestres eus ar galon, hac e ra evel ar sarpant pehini a denn eas e gorf an hent ma c’hell poulsa e benn. Mæs penaus e c’hassin--
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/212
Neuz