Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
d’ar Vuez Devot.

droug hac arreti ar viçou eus ar re pere so en hor c’harg, fermamant ha courachussamant evit guir, mæs cousgoude gant douçder ha gant peoc’h. Netra ne rent quen douç un Elefant pa vez e coler, eguet ar guel eus a un oanic, ha netra ne dorr quen eas an nerz eus a ur voulet canol evel ar gloan. Ne istimet quet quement ar gorrection pa sorti eus ar goler, hac e ve accompagnunequeat gant ar ræson, evel ma e istimer pa na sorti nemet eus ar ræson hep coler ebet ; rac an ene ræsonabl o veza sujet naturalamant d’ar ræson, ne de sujet d’ar bassion pe d’ar goler nemet dre gontraign ; hac evelse pa vez accompagnunequeat ar ræson gant ar bassion pe ar goler, e teu da veza casseat, o veza rentet e domination hènvel ouz hini un tirant. Ar Brincet a ro un enor hac ur gonsolation vras d’ar bopl, pa zeuont d’o bisita gant un trein a beoc’h ; mæs pa zigassont armeou ganto, peguement bennâc ma ve evit ar mad public ve, o donediguez a vez ato disagreabl ha domachus, abalamour, peguement bennâc ma zint jurdic o lacat observi an urz vad etouez o soudardet, jamæs cousgoude ne ellont miret na erru ato un disurz bennâc, peveus a hini e vez vouaz ar païsant : dememes endra zeu ar ræson da c’houarn ha da exerci pæsiblamant ar bunition, ar gorrection hac ar reprimand, peguement bennâc ma er graë ric ha ric, e vez