Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201
d’ar Vuez Devot.

me var e c’his, eme viot-hu ? Ret eo, Philotee, evel ma santit ar goler, destum ho nerz neuse-souden evit e mouga pæsiblamant hep en em droubli. Goude an effort pæsibl-se pratiquit an avis a roe Sant Augustin, o veza dija coz, d’an Escop yaouanc Auxilius. Grit, emezàn, ar pez a dle un den da ober mar gu’erru gueneoc’h ar pez a lavar David en ur Salm : va lagat a so troublet gant ar goler, ho pezet recours da Zoue o crial ountâ evel ar Profet-se ; Autrou va Doue, ho pezet truez ouzin, evit ma c’hastenno e zourn da arreti ho coler. Me lavar penaus eo ret deomp goulen sicour ouz Doue pa en em velomp e danger da veza trec’het gant ar goler, oc’h imita an Ebestel pere, oc’h en em velet e danger da gonfonti gant an tourmant a savas er mor, a grias ouz hor Salver : Autrou, hor saveteit, pe e zeomp da goll. Neuse e c’hourc’hemenno ive d’ar gouagou revoltet eus hor passionou rei peoc’h, hac e teui ur c’halm bras en hor c’halon. Hoguen me hoc’h avertis ato penaus an oræson pehini a reot ouz ar goler bresant ha pressant, a dle beza great en ur fæçon douç ha pæsibl ha non pas en ur fæçon violant, ha quemense a ranquer da observi en oll remejou pere a impliger ouz an droug-mâ.

Gant quemense pa velot ho pezo great un action a goler bennâc, raparit neuse-souden ho faut dre un action a zouçder pehini a ex-