Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1[9]2
Introduction

goude e c’hellomp c’hoaz implija ar reputation vad evel un dra so propr ha profitabl d’o c’honservi. Ne rencomp quet cousgoude beza re ardant re briminic ha re sansibl e quever an dra-se ; rac ar re pere a so quen dilicat ha quer guiridic-se e quènver o reputation, a so hènvel ouz ar re pere a guemer medicinerez evit an disterra incommodite a erru ganto, hac o songeal an hense conservi o yec’het, eo e ruina eo a reont ; rac dre an dilicateri hac ar guiridinez-se en em rentont bigarre, mutin, insupportabl, hac e provocont ar valiç eus ar goall deodou d’o drouc-prezec. Dissimuli-ha disprisout an injuriou, an drouc-prezeguerez hac ar c’halomniou hep ober man anezo, a gustum beza cals profitaploc’h remed eguet disquez ressantimant, na contest, na vengeanç ebet evito. Pa o disprijomp ha pa na reomp man ebet anezo, e tisparissont evel ur bouil moguet en ear ; ha mar deuomp d’en em formalisa ha d’en em gourrouci ouz an injuriou hac ouz an droug a lavarer ac’hanomp, e seblantomp disquez ez oump coupabl o tont erc’hisse d’en em glasq. Ar C’hrocodilles ne noas nemet d’ar re o deveus aon razàn, nac an droug-prezeg ne noas ive nemet d’ar re en em laca e poan anezi.

Pa vezomp re aonic na gollemp hon reputation, e tisquezomp un disfizianç vras eus ar fount anezi, pehini eo ar virionez eus a