Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
191
d’ar Vuez Devot.

public hep ar reputation-se, abalamour d’ar goall exempl a guemer diouzomp pa na vezomp quet e reputation vad, ar garantez a c’houlen, hac an humilite a guef agreabl e teuemp da zesirout ha da gonservi preciusamant ar reputation-se.

Goudese, peguement bennâc na de quet an deliou eus ar guez da veza istimet cals anezo o-unan, evel ma servichont cousgoude cals, non pas hepquen evit orni ar guez, mæs ivez evit conservi ar frouez endra ma zint c’hoaz rener ; evelse ivez ar reputation vad, peguement bennâc na de quet cals da veza desiret anezi e-unan, ne les quet cousgoude na de profitabl bras, non pas hepquen evit orni hor buez, mæs ivez evit conservi hor vertuziou, ha principalamant ar vertuziou pere a so c’hoaz tener ha sempl. An obligation da veinteni hon reputation ha da veza an hevelep tud ma zoump istimet, a ra deomp en em gouragi gant un effort puissant ha douç d’en em renta vertuzus mui-ouz-vui. Conservomp hor vertuziou, va Philotee, abalamour ma zint agreabl da Zoue peini eo an objet bras ha souveren eus hon oll actionou. Mæs evel ar re pere a fell dezo miret frouez n’en em gontantont quet d’o c’honfita, n’o lequeont c’hoaz e podou pere a so propr d’o chonservi : dememes peguement bennâc ma ve ar garanrez divin principalamant ve a gonserve hor vertuziou, cous-