Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
d’ar Vuez Devot.

ur vuez vad. Ar C’heriou pere o deveus ponchou coat a-ziouc’h rivierou bras, o deveus aon na daent gant an dour quellies reverdi a vez ; mæs ar re o deveus ponchou mean n’en em lequeont quet e poan eus ar reverdiou bras so-quen : dememes ar re a so fontet mat e doujanç Doue hac en e garantez ne gustumont ober man eus a reverdi an teodou injurius, mæs ar re en em guef sempl a zeu d’en em inquieti da bep mare. Certenamant, Philotee, an hini a fell dezàn caout reputation vad e speret an oll a zeu d’e c’holl e speret an oll ivez, hac e verit coll an enor nep piou-bennâc a fell dezàn e gaout diouz tud pere a so disenoret o-unan dre ar viçou ma zint sujet dezo.

Ar reputation ne deo nemet evel un ansain pehini a zisquez p’eleac’h e loich ar vertuz : ar vertuz eta a dle beza preferet ato e peb tra hac e peb leac’h. Ha rac-se mar lavarer ez ouc’h un hipocrit pe un hipocrites, abalamour ma zouc’h en em roet d’an devotion ; mar lavarer ez ouc’h un den laich ha digouraich, abalamour ma hoc’h eus pardonet an injur so great deoc’h, grit goab a guemense tout. Rac ouzpen na deus nemet tud sot hac impertinant a guement a ra an seurt jugeamanchou-se, pa dleffac’h coll hoc’h hano mad, ne rancac’h quet dilesel ar vertuz na distrei diouz an hent mad eus ho silvidiguez, abalamour ma zeo ret preferi ar frouez d’an