Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
d’ar Vuez Devot.

ret-Santel dre c’henou an oll Sænt, hac hor Salver e-unan dre e c’henou propr d’hon assuri penaus ar vuez devot a so ur vuez douç, ur vuez eürus, hac agreabl meurbet.

Tud ar bed a vel ar re zevot o yun, o pidi Doue, o soufr an injuriou gant patiantet, o renta servich d’ar re glàn, o rei an alusen d’ar beoryen, o veilla, o vouga o c’holer hac o trec’hi o goual inclinationou, oc’h en em briva eus a bligeadurez o c’horf, hac oc’h ober cals a draou all evel-se, pere naturelamant a so rust ha poanius bras : hoguen tud ar bed ne velont quet an devotion interieur ha cordial, pehini a rent agreabl, douç hac eas an oll actionou-se. Considerit ar guenan var an thin, ne guefont el lousaouen-se nemet ur suc c’huero, mæs en dra vezont oc’h e suna er chenchont e mel, dre ma zeo o natural quemen-se. O den ar bet guir eo e guef an eneou devot cals a c’huevrder hac a ziesamant en o exerciçou a binigen hac a vortification ; mæs en dra vezont oc’h o ober e teuont da chench ar c’huevrder-se en un douçder agreabl.

An tan, ar flamou, ar rodou hac ar c’hlezeyer a seblante d’ar Verzeryen ec’his boquejou, hac ec’his ur c’huez an excellanta, o veza ma zoant devot. Marg’ell an devotion renta erc’hisse douç hac agreabl an tourmanchou cruela hac ar maro memes, petra