Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
Introduction

neuse e lavar gant modesti penaus n’en deveus quet ar boan-se, hac e chom er fæçon-se pæsibl etre ar virionez hac ar batiantet, oc’h avoui e boan hep en em glem anezi.

Er gontroliezou pere a erruo gueneoc’h en exerciç eus an devotion, rac an dra-se ne vanco quet, ho pezet memor eus ar pez en deveus lavaret hor Salver. Ur c’hreg, emezàn, pa vez quistion dezi da c’henel, e deveus ur boan hac un anquen bras ; mæs pa vel e deveus ganet he buguel, e teu da ancounec’hât he foan hac he anquen abalamour ma e deveus lequeat ur c’hrouadur er bed. C’hui hoc’h eus ive concevet en hoc’h ene an dîna buguel a so er bed, pehini eo Jesus-Christ. Abarz ma ho pez èn produet ha ganet antieramant, ne ouffac’h quet miret n’ho pe cals a boan, mæs quemerit couraich, rac tremenet ar boan-se ebiou, e chomo gueneoc’h ur joa eternel da veza ganet un hevelep crouadur er bed. Hoguen ganet ho pezo-èn antieramant evidoc’h, pa ho pezo-èn furmet antieramant en ho calon hac en hoc’h euvrou dre an imitation eus e vuez, o veva diouz ma en deveus bevet.

Pa viot clàn, offrit quement poan, quement incommodite ha quement languis ho pezo d’hor Salver, oc’h e supplia da unissa hoc’h oll boaniou gant an tourmanchou en deveus anduret evidoc’h. Obeissit d’ar Medecin, quemerit ar remejou ha quement a