Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
d’ar Vuez Devot.

ordreno deoc’h da zibri pe da efa abalamour da Zoue, o caout memor eus ar vestl a guemeras hor Salver evidomp. Desirit beza yac’h evit e servicha ; na revusit quet ivez chom da languissa evit oboissa dezàn, hac en em disposit da vervel, mar deo e volontez, evit e veuli ha jouissa anezàn en e Varados. Ho pezet memor penaus ar guenan, endra vezont oc’h ober o mel, ne vevont na ne zebront nemet eusa draou chuero : evelse ivez ne ellornp jamæs ober actou a vrassoc’h douçder hac a vrassoc’h patiantet, nac ober guell ar mel eus ar vertuziou excellant eguet endra vezomp o tibri ar bara c’huero eus an adversite hac o veva emesq ar poaniou hac ar gontroliezou pere a stourm ouzomp. Hac ec’his ma zeo ar mel pehini a vez great eus a vleunv an thyn, pehini so ul lousaouen displet ha c’huero, eo an excellanta mel a so tout, evelse ivez ar vertuz pehini a exerçomp er c’huervder eus an adversiteou ar re vila hac ar re disprisussa, eo ar vertuz excellanra tout.

Sellit alies gant ho taoulagat inrerieur ouz Jesus-Christ crucifiet, en noaz, blasfemet, calomniet, abandonet hac erfin accablet gant peb seurt anvi, tristidiguez ha poaniou, ha considerit penaus hoc’h oll souffrançou, pe seurt bennâc e c’hallenr beza, ne dint morse da veza comparachet ouz e re, ha penaus biquen ne souffrot netra evintàn e scoaz ar