Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
d’ar Vuez Devot.

evit calmi ho speret, e renquit e ober ouz tud pere a so pæsibl hac a gar Doue ; rac anes eleac’h soulagi ho calon hac easa ho speret, ne raë an dut-se nemet ho provoqui da vrassoc’h chagrin ha da vrassoc’h inquietud ; hac eleac’h lamet an drean pehini a so oc’h ho piquat, ne raent nemet e blanta larcoc’h en ho troad.

Cals o veza clàn, pé affliget, pe offanset, gant ur re bennâc, en em ampeich evit guir na zeuont d’en em glem, na d’en em zisquez re zilicat ha re sansibl ; rac songeal a reont ervat, evel ma ze guir, penaus e tisquezze an dra-se sclear ur mancamant vras eus a vertuz hac a gouraich : mæs desirout a reont cals hac e clascont e naouspet fæçon e raet allasic dezo, e ve truez bras outo, hac e vent istimet, non pas hepmuiquen affliget, mæs patiant ha courachus. Quemense a so evit guir ur batiantet, mæs ur batiantet faus pehini ne deo quen tra en effet nemet ur vanite hac un ambition fin ha dilicat. Enor o deveus, eme an Abostol, hoguen non pas hervez Doue. Ar guir batiant n’en em glem quet eus a boan, na ne zesir quet e raet truez dezàn : coms a ra eus e afflidion sinceramant ha simplamant, hep e ober brassoc’h eguet na deo, hac hep ober clem na doleanç ebet, permeti a ra gant patiantet e quemerret compassion ountàn nemet na zeuet da gridi en deffe mui a boan eguet n’en deveus ; rac