Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
Introduction

a imperfectionou, pa zeo ar Sent memes o deveus ii pratiquet er fæçon-se. Mæs evidomp-ni a dle beza sourcius d’en em exerci enno, non pas hepquen gant fidelite, mæs gant prudanç hac evit an effet-se heuly an avis eus ar Fu, na zuimp quet d’en em fiziout var hor prudanç hon-unan mæs var hini ar re pere a so roet deomp gant Doue evit hor c’hundui hac hon dirigea.

Beza ez eus certen traou, pere a so istimet vertuziou gant cals , ha cousgoude ne d’int quet ; hac e ret din lavaret ur guer deoc’h var quemense. An traou-se eo, pa vez un den extasiet pe ravisset oll hac eat emeas anezàn e-unan dre an union gant Doue ha dre an elevation a galon varzu-ac-ennàn ha perfectionou all evelse. An seurt perfec-tionou-se, Philotee, ne de quet vertuziou int ; recompansou, pere a ro Doue evit ar vertuziou, eo ez int, peautramant c’hoaz quent stantillonou eus an Eürusdet da zonet pere a vez presantet aviziou d’an dud evit ober dezo desirout an Eürusdet toutantier eus ar Barados. Mæs evit quemense oll ne d’e quet ret pretandi erruout er seurt perfectionou-se, pere ne d’int morsetout necesser evit caret ha servicha Doue ervat ; pehini hepquen a dle beza hor pretantion : lies a-veich ive ne dint quet graçou a guement a allemp da acquisitâ gant hor poan, pa zint quent passioriou, eguet actionou, pere a