Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
d’ar Vuez Devot.

ellomp da receo ha non pas da brodui enõp. Ajouti à ràn, penaus n’hon eus antreprenet en em rena nemet tud honest, tud a zevotion, ha tud a zoujanç Doue, ha rac-se en drase eo e rencomp en em implija : mar plich gant Doue hor sevel bete ar berfectionou angelic-se, e vezzimp ivez Elez mad, hoguen o c’hortos en em exerçomp simplamant, humblamant ha devotamanr er vertuziou munut, pere en deveus hor Saiver exposet deomp da acquisita gant hor sourci ha gant hor poan, evel ma zeo ar batianter, an douçder, ar mortification interieur, an humilite, an oboissanç ar baourentez a galon, ar chastere, an drugarez en andret an nessa, supporti e imperfectionou, an dilijanç hac ar ferveur santel. Lesomp volontieramant ar vertuziou bras hac huel gant an eneou parfet, ne veritomp quet caout an seurt renq-se e servich Doue, re a enor vezo deomp e servicha en e gueguin, en e voulongeri, beza liquizien, portezourien, mevellou pe vitizien dezàn ; dezàn eo goudese, mar deo e volontez, hon tenna en e gabinet hac en e gonsail-privet. Ya, Philotee, rac ar Roue-se a c’hloar ne recompans quet e servicherien hervez an dignite eus an ofiç hac ar servich pehini a exerçont, mæs hervez ar garantez hac an humilite pe gant hini er servichont. Saül o clasq esen e Dad, a gafas ar Rouantelez a Israël, Rebeca o