Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
159
d’ar Vuez Devot.

e danger ar maro ec’h-unan ; Sant Jerom, a lavràn, goude beza countet quemense eus ar Santes-mâ, a gonclu evelhen ; lavaret vezo penaus, eleac’h recita meuleudiou ar Santes-mâ, ne ràn nemet e blam ha e disveuli : hoguen me a guemer da dest Jesus-Christ, pehini a serviche hac a zesiràn va-unan da servicha, penaus ne nac’hàn ar virionez nac an eil-tu nac eguile, hac e tiscleriàn diflatr ar gomportamant anezi, evel Christen eus a ur Gristenes, da lavaret eo e scrifàn non pas ar meuleudiou mæs an histor eus he buez, ha penaus he viçou a ve o c’hement a vertuziou da reall. Ret e lavaret eta penaus defautou Santes Paula a dalvise da vertuziou en un ene pehini ne vise quet quer parfet : ec’his ma zeus evit guir actionou pere a so istimet imperfectionou er re a so parfet, hac a ve cousgoude istimet perfectionou bras er re a so imparfet. Sin vad eo da un den clân, pa zeu e zivisquer da gouenvi o sortial eus e glenvet, rac an drase a sinifi penaus an natur o veza dija en-em greheat a zeu d’en tm ziscargua eus an humoriou fall pere a gouez ouz traon ; mæs an drase a vez er c’hontrol ur goal fin da nep na vez quet clàn ; rac disquez a raë penaus ne deffe quet an natur a nerz aoualc’h evit chasseal an humoriou-se. Hoguen ret eo, Philotee, caout santimant vad eus ar re a velomp o pratica vertuziou gant cals