Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
158
Introduction

e teteste gant ur severite extraordinal peb seurt defaurou peguen dister bennâc visent, hac e sollicite quemēt an descadeurien baour-se d’ar berfection, ma o fellea diout-hi o clasq o foulsa re etrese-ac-enhi ; rac dont a reant da goll couraich oc’h en em veler presset gant quement a importunite da bignat quen huel. Ha c’hui na vel, Philotee, ar ferveur ardant eus a ur burete vras a goustianç oa a lequea ar Sant-se da ober evese, hac ar ferveur-se a yoa ur vertuz vras ; mæs ur vertuz cousgoude pehini ne lese quet na doa da veza blamet ; ha Doue memes dre un apparition sacr er c’hourrigeas a gumense o squilla en e ene ur speret douç, amiabl ha tener ; dre voyen pehini o veza chenchet evel un all e ne reiz, e teuas d’en em accus bras da veza bet quer rust ha quer rigolius, hac e teuas da veza quer gracius, quen agreabl ha quer gentil ouz peb-unan, ma tremene diouz an oll, evit o gounit oll.

Sant Jerom goude beza countet penaus Santes Paula e verc’h spirituel en em exerce e mortificatianou ar c’horf non pas epquen bete re, mæs gant opiniatrete memes bete na falle quet dezi senti ouz an avis control en devoa roet dzzi var ar sujet-se he Escop Sant Epifanes ; ha penaus ouzpen quemene en em lese da goueza en ur c’hlac’har hac en ur regret quer bras da varo e zud, ma veze caus quemense dezi ato d’en em gaout