Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
d’ar Vuez Devot.

goude ma oa en em rentet Religius, o velet ar sparfelet, pere a yoa rentet dôn, o tinigeal var an dorn hac o permeti golo o daoulagat hac o staga ouz ar berchen, ha guelet cousgoude peguen disent eo an dud ouz ar vouez a Zoue. An Escop bras Sant Basil a lavar penaus ar rosen etouez an drein a ra d’an dud ar remontranç-mâ. Ar pez a so agreapla er bed-mâ , tud mortel, a so mellet gant tristidiguez : ne deus netra er bed-mâ a guement a ve pur ; ar c’heuz a zeu ato varlerc’h ar joa, an intavaich varlerc’h ar briedelez, ar sourci varlerc’h an disourci, ar vez hac an dipit varlerc’h ar c’hloar, an dispignou varlerc’h an enoriou, an degout hac ar chagrin varlerc’h ar plijadurezou, hac ar c’hlènvet varlerc’h ar yec’het. Ur fleuren gaer, eme ar Personaich santel-mâ, eo ar rosen, mæs rei a ra din cals a dristidiguez oc’h va avertissa eus va sec’het, p’evit hini e bet condaunet an douar da zouguen ar spern hac an dres. Un ene devot o sellet ouz ur ganol hac o velet an Eê hac ar steret represantet ebarz en un nosvez sclear, a lavare evellen : O va Doue, ar memes steret-man a vezo unan an diziou-mâ dindan va zreid, pa ho pezo va loget en Tabernaclou santel eus ho Parados ; hac evel ma zeo represantet en dour var an douar ar steret eus an Eê, dememes an dud pere so var an douar a so represantet er feunteun beo eus ar garantez