Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
Introduction.

hac oc’h ober o effort e naouspet fæçon evit e lacât da goueza e peb seurt pechejou ; emaïnt oc’h e gortos evel ar chass-màn er c’hoign enq eus ar maro, evit e ravissa hac e devori ; hac an ene paour-se trubuillet-oll a glasq partout ur sicour hac ur refuich bennâc, ha ma na guef quet, e adversgurien a ra goap anezi hac a c’hoarz divar e c’houst ; hac o veza lavaret quemense, e zeas en e rout en ur huanada. An Impalar bras Constantin a scrifas enorablamant da Sant Anton; ar pez a estonas cals a Religiuset pere a yoa en dro d’ar Sant-mâ, hac e lavaras dezo : penaus, emezàn, estonet ouc’h o velet en deffe scrifet ur Roue da un den ? En em estonit quent o velet en deffe un Doue eternel scrifet e Lesen d’ar re a so sujet d’ar maro hac en deffe memes comset outo a c’henou e Personaich e Vap-unic. Sant Frances, o velet ur pen-dànvat e-unan etouez ur vanden bouc’her, a lavaras d’e gompagnon : sellit peguen douç, emezâ, eo an dànvadic paour-se emesq ar vanden guevr-se ; hor Salver a yoa douç hac humbl evellen etouez ar Farisianet. Hac o velet ur veich-all un oanic debret gant ur penmoc’h : allas ! oanic paour, emezàn en ur vouela, te a represant sclear ar maro eus va Salver.

Ar Personaich bras Frances Borgias, Duc a Gandii, o vont da chasseal a rea mil reflexion devot. Admira a reàn, emezàn,