Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
d’ar Vuez Devot.

samble-se, peb-unan hervez e galite, e lvaras evellen : o va Doue : peguer caer e tle beza ar Jerusalem celestie|, da lavaret eo ar Kear vras eus an Eê, pa zeo amâ var ap douar eo e tisquez ar Kear a Rom beza quer caer ha quer pompus ! Ha mar deo er bed-mâ e roer quement a chloar hac a bomp d’ar re a gar ar vanite, pebez gloar na deus reservet er bed-all d’ar re a gontempl ar virionez ! Lavaret a reer penaus Sant Anselm, Arc’hescop a Gantorbii, a yoa admirabl en exerciç-mâ eus a songesonou-mad. Ur c’hadic presset gant ar chass pere a yoa var e lerc’h, a ziredas dindan marc’h ar Prelad santel-mâ, pa edo o vont e beaich ; hac en em arretas ar c’hadic paour dindan e varc’h evel en ur refuich peini a gafe a yoa dleet dezi da guemeret a enep an danger ma edo eus e maro. Ar chass ne reant nemet harzal ha chilpat outi en dro d’ar marc’h hep credout lammet ganti, evel pa o divise ar santimant da gridi penaus e tlie o freiz beza exant hac en assuranç er plaç-se, pe da hini e devoa bet recours ; ar pez a yoa certenamant un dra extrordinal da velet, hac a lequea cals a c’hoarz etouez an trein eus ar chasseurien, endra edo Sant Anselm o vouela hac oc’h huanada var e varc’h en ur lavaret dezo : allas ! c hoarzin a rit, emezâ ; hoguen ar mil paour-mâ ne c’hoarz quet. Evellen eo e ma adversourien an ene oc’h e fourchu