Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
Introduction.

hac ec’his pa lavarren, cranchet gant ar mor var ar bord, hac o tistrei goudese dre vouagou-all e quemere hac e lonque adarre un darn eus an traou-se, hac e tretant ar reïer tro-var-dro a chome ferm hep flaich, peguement bennâc ma o c’hanne ha ma o heurte ar gouagou gant un effort bras. Var guemense e c’heureu ar Sant-se ar reflexion gaer-mâ ; penaus an dud sempl represantet dre an traou scanv-se pere a zeu hac a ya gant ar mor, en em les ive da veza douguet, e-ver gant an affliction, e-ver gant ar gonsolation, o vont da heul an dour hac ar gouagou eus a chenchamanchou ar bed-mâ ; ha penaus ar re gourachus a chom ferm hep flaich, evel ar reïer, ouz peb seurt tempest hac adversite ; hac ar songeson-se a eureu dezân lavaret ar c’homsou-mâ gant David : Ho pezet memor ac’hanon, va Doue, rac an dour eus an affliction en deveus treuzet bete va ene ; pliget gueneoc’h, o va Autrou, va dilivra eus a vouelet an dour-se, douguet oun da vouelet ar mor hac ez oun abymet gant an tempest. Rac d’an ampoent oa estrainch affliget ar Sant-mâ, o veza usurpet maleürusamant e Escopti gant Maximius. Sant Ful-geanç, Escop a Ruspe, oc’h en em gaout en un assamble general eus an Noblanç a Rom pe da hini e rea Theodoric, Roue ar Gotet, un harang, hac o velet ar vraoeri eus a guement a Autrounez pere a yoa renquer en as-