Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/125

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
d’ar Vuez Devot.

tez humen ha natural ouz ur re bennâc, ma teuont da sonjal ato en objet eus o c’harantez, ha ma vez o c’halon leun a affection hac o guenou carguet a veuleudi evit an objet-se, ha na lesont occasion ebet da dremen en e absanç na zisquezont dezàn pe dezi o fassion hac o c’harantez dre lizerou, ha na rancontront guezen ebet na icrifont e hano var ar goc’hen|groc’hen anezi : de memes ar re pere a gar Doue ne baouesont o sonjal ennàn, o c’huanada varzu-ac-ennàn hac o coms anezàn ; hac e carrent, ma ve possibl, gravi var beutrin quement den a so er bed an Hano sacr ha santel a Jesus.

Quement tra so a servich da zigaç dezo da vemor eus o muya caret, ha ne deus netra crouet gant Doue na zeu d’o c’houfia d’e veuli. Rac evel a lavar Sant Augustin var-lerc’h Sant Anton, quement so er bed a goms dezo dre ul langaich mut, pehini a ententont sclear e faver an objet-se eus o charantez ; peb tra a zigaç dezo songesonou mad peveus a re e sorti goudese forz mouvamanchou hac aspirationou etrese Doue. Chetu amâ exemplou a guemense. Sant Gregor, Escop a Nazianze, evel ma er c’hontas e-unan d’e bopl, oc’h en em bourmen ahet bord ar mor, a gonsidere penaus, pa en em avance ar gouagou var ar sabl, e lesent eno bigornou, quernieligou, trunç-lousaou, istrennigou hac an seurt traou dister-se pere a veze taulet,