Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
Introduction.

guemer ur banne guin evit rejouissa e galon ha refresqui e c’henou, peguement bennâc ma en em arret un nebeut, ne interromp quet e veaich evit quemense, mæs quemeret a ra un nerz hac ur gouraich nevez evit e echui buanoc’h hac eassoc’h a-se, ha ne zeu d’en em arreti nemet evit monet guell goudese.

Beza ez eus cals hac o deveus destumet ha desquet dindan êvor naouspet aspiration vocal pere a so profitabl-bras evit guir ; mæs ne ven quet avis deoc’h d’en em attachi ouz ar c’homsou-mâ muguet ouz ar c’homsou-ont, hoguen prononcit pe a galon pe a c’henou ar re a vezo inspiret-deoc’h neuse-souden dre ar garantez pehini a fournisso deoc’h quement hac a guerrot a santimanchou mad. Guir eo penaus ez eus certen comsou pere o deveus un nerz particulier evit contanti ar galon e certen occasionou, evel ma zeo ar santimanchou fervant pere a so quer stang ha quer paut e Salmou David, hac an invocation eus an Hano a Jesus e naouspet fæçon. Ar C’hanticou Spirituel a servich c’hoaz d’ar memes intention, nemet e vezzint canet gant attantion ha gant devotion. (Caout a reot quement hac a guerrot eus an seurt Canticou-se composet a nevez gant ur Belec eus a Escopti Leon, hac a so approuvet mad.)

Erfin ec’his ar re pere o devez ur garan-