divin ebarz en Eê. Un all o velet ur rivier o redec y a grie evellen : va ene ne vezo jamæs e repos quenavezo abymet er mor eus an Divinite pehini eo e sourcen. Ha Santes Francesa o consideri ur c’houeren agreabl, pe var bord hini oa en em legueat d’an aoulin da bidi Doue, a oue ravisset en extasi o repeti alies ar c’homsou-mâ sioulic : ar c’hrac eus va Doue a red ivez agreablamant ha sioul evel ar c’houerēnig-mâ. Un all o velet laboucedigou-yer destumet dindan o mam, a lavare : o va Doue, pliget gueneoc’h hon destum hac hor c’honservi dindan an youasqueIl eus ho trugarez. Un all o velet ar boquejou tro-heaul, a lavare : p’eur, va Doue, veza en em droï va ene-me ouz an heaul eus ho carantez ? Hac o velet boquejou an Dreindet, pe gant re ne deus c’huez ebet peguement-bennâc ma zint caer da velet, e lavare : allas ! evellen a c’hoare gant va santimanchou-me ; caer int da lavaret, hoguen ne broduont effet ebet.
Chetu ase, va Philotee, penaus e tenner songesonou mad hac aspirationou santel eus a guement tra en em bresant deomp er vuez mortel-mâ. Maleürus eo ar re pere a zistro ar grouadurien diouz o C’hroueur evit o zrei ouz ar pec’het. Eürus er c’hontrol eo ar re pere en em servich eus an traou crouet evit glorifia o C’hroueur, hac a implich ar vanite anezo da enori ar virionez. Certena-