Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
Introduction.

frouez eus hoc’h oræson, ha ma er c’honservot muia ma vezo possibl deoc’h. Ret eo so-quen e teuac’h d’en em accustumi da c’houzout tremen eus an oræson da guement seurt occupation legitim a c’houlen digueneoc’h ar stad hac ar vocation ma emaouc’h enni, peguement bennâc ma seblante an occupationou-se beza pell diouz an affectionou pere hoc’h eus recevet en oræson. Da lavaret e penaus e tle ur Marc’hadour, dre exempl, gouzout tremen eus an oræson d’an trafic ; ur c’hreg a dle gouzout tremen eus an oræson d’an deveriou eus he zieguez, hac ur plac’h d’he servich gant un hevelep douçder hac un hevelep repos a speret, na vezo troublet nac inquietet morsetout evit quemense : rac pa zeo an eil hac eguile hervez volontez Doue, eo ret tremen eus an eil d’eguile gant ur speret a humilite hac a zevotion.

Ret e c’houffac’h ive penaus ec’h erruo gueneoc’h aviziou ma vezo tomet oll hoc’h affection ouz Doue incontinant goude ar breparation : neuse, Philotee, eo ret leusquel ar vrid ganti hep fallout heul ar metod pehini am eus roet amâ deoc’h : rac peguement bennâc ma tle ar gonsideration peurvuia mont eraoc an affectionou hac ar resolutionou, cousgoude pa ro deoc’h ar Speret-Santel an affectionou abarz ar gonsiderarion, ne dleit quet en em lacat e poan da glasq ar gonsideration, pehini ne vez great nemet