Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
d’ar Vuez Devot.

evit excita hac evit toma an affection. En ur guer quen alies gueich ma en em bresanto an affectionou deoc’h, e renquit o receo hac ober plaç dezo, pe ii a erruo quent pe ii a erruo goude an oll gonsiderationou : ha peguement bennâc ma em be lequeat an affectionou varlerc’h an oll gonsiderationou, n’em eus-èn great nemet evit difaranti guell ar guevrennou eus an oræson : rac erfin ur reglen general eo penaus ne ranquer jamæs derc’hel an affectionou, mæs ret e o lesel ato da sortial pa en em bresantont.

Ar pez a lavaràn a so non pas hepquen evit an oll affectionou, mæs c’hoaz evit an actionou a c’hraç, a ofranç hac a beden pere a alleur da ober etouez ar gonsiderationou : rac ne ranquer quet o derc’hel quen nebeut hac an affectionou ; peguement bennâc ma ranquer o repeti hac o c’hemeret adarre pa gonclueur ar Veditation ; mæs evit ar resolutionou a ranqueur da ober goude an affectionou hac e fin an oll meditation eraoc ar gonclusion ; rac, ma ho graemp e mesq an affectionou, ec’his ma hon eus d’en em represanti objedou particulier ha familier evit quemense, hon lacaent e danger da gaout distractionou. Etouez an affectionou hac ar resolutionou e ve mad en em servichout a ziscours hac a antretien o parlant aviziou ouz hor Salver, aviziou ouz an Elez hac ouz ar personachou a so represantet er Myster, hac