Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
d’ar Vuez Devot.

zouçder speret ar re a zeu d’am offançi, e clasquin en deiz-se an occasion d’o rapcontr evit o saludi ; ha ma na allàn o rancontr, e liquin da viana va foan da lavaret vad anezo ha da bedi Doue evito.

Pa sortiot eus an oræson cordial-sè, e renquit lacât evez na lessac’h ho calon d’en em rei ouz traou-all, rac scuilla a rac’h ar baum hac al liqueur precius hoc’h eus recevet enni dre voyen an oræson ; me a fell din lavaret e renquit, mar d’e possibl, miret un dra bennâc a silanç ha douguen gouestadic ho calon eus an oræson d’hoc’h afferou-all, o terc’hel-mad, hirra ma ellot, d’ar santimanchou ha d’an affectionou pere ho pezo concevet. Un den en deffe recevet en ur porcelinen gaer ul liqueur bennâc a bris bras evit e douguen d’e dy, a yae a doug-e-gam hep sellet a gostez, hoguen sellet a rae aviziou dirazàn gant aon na heurte e droat ouz ur mean bennâc ha na rae ur goall gamet, hac aviziou-all ouz e borcelinen da velet hac y na gostezze quet an eil tu muguet eguile : chetu eno petra a dleit da ober o sortial eus ar veditarion. N’en em droït quet en un taol-cont ouz traou ar bed, hoguen sellit en ho raoc simplamant, evel a c’hoarfe mar rancontrac’h unan bennâc ha ne ouffac’h quet en em exanti da barlant ountâ pe d’e glevet, eo ret en em accommodi diouz quemense, mæs en hevelep-fæçon ma lequeot evez na zeuac’h da goll ar