Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

lavarout d’in eun dra bennak c’hoaz, ha ne gredit ket digeri frank ho kalon ».

« Gwir a lavarit, itron gerc’heiz, eun dra bennak em boa da lavarout d’eoc’h. Klevit va istor ha va flanedenn griz. Me a zo eul louarn, daoust d’in beza dilost. Va lost ? Chomet eo du-se war dachenn an emgann, etre krabanou an Ankou, ha darbet eo bet d’in chom em pez, penn-kil-ha-troad. Bremañ eta en em gavan en eur stad trist ha souezus. Eur c’hemm bras a zo c’hoarvezet em buhez gant ar gwalleur-se. Ne c’hellan mui gounit va boued evel ma raen a-raok, ha diwar o c’hlud, ar yer hag ar poñsined a ziroll da c’hoarzin kerkent ha ma welont ac’hanoun. Hogen, em yaouankiz, n’em eus desket micher ebet, ha, koulskoude, ret-mat eo din bremañ labourat. Penaos ober ? Kredi a rae din da genta ho pije bet marteze labour evidoun. Met peogwir ez evit diwar goust ar chañs, eveldoun-me gwechall, e klaskin adarre beva evel ma raen a-raok ».

« Aotrou louarn, mar demaoc’h o klask labour, aes a-walc’h eo d’in rei d’eoc’h da c’houzout pelec’h e kavot implij d’ho nerz ».

« Pelec’h eta, itron ? »

« En eun ti-moulerez ».

« Ya, met n’ouzon micher ebet ».

« Ba, ba ! n’ouzoc’h micher ebet ! Sur e ouzoc’h eur vicher bennak ! En ti-moulerez a anavezan emeur o vrasaat an ti evit m’o devo lojeiz ar mekanikou nevez. Lakaet e viot d’ober pri d’ar mañsoner, pe bignat mein glas d’an toer, pe, er moulerez, da soursial war-dro ar mekanikou, da larda ar rodou … ha me ’oar-me ! »