war linenn e gein etre diou varikenn. Chom a reas eno, hep fiñval, da gousket betek antronoz vintin.
Nann, ne oa mui al louarn kaer, al louarn fin a oa bet. Koll a reas e finesa en deiz ma voe graet anezañ eul louarn besk. Diheñchet en em gave, ha, kaer en doa klask, ne gave ket e pe du mont da veva, na peseurt buhez beva. Ne oa mui eus gouenn ebet.
Antronoz vintin, e oa Alanig o pourmen war ar c’hae, pounner e benn ha skañv e gof. Kavout a reas eur gerc’heiz, o pourmen ivez, he fenn en avel.
« Salud d’eoc’h, itron gaer », eme Alanig.
« Salud, aotrou ».
« Ne labourit ket hizio, itron ? »
« Aotrou, n’oun ket boazet da labourat, ha biken ne labourin ».
« A ! eun dra gaer eo beva hep labourat, ha kalz a garfe beva eur vuhez ken aes. C’houi a zo pinvidik moarvat, ha marteze hoc’h eus en ho ti kalz mitizien hag eun niver bras a vevelien ? »
« Ne vagan na matez na mevel, ha n’em eus evit ti nemet eur gwasked bennak da dremen an noz ».
« Ha penaos e vevit neuze ? »
« O, ne vevan ket evel eur rouanez, pell ac’hano. Pa zeu naon d’in, ez an da azeza war ribl an dour, hag e c’hortozan. Ar pesked a dosta en eur c’hoari. Pa vezont tost a-walc’h, ec’h astennan va gouzoug hir ha va beg hiroc’h c’hoaz, ha gwaz a se evit ar pesk dievez ! Eul lonkadenn, hag echu tout ! »
« Ha ne labourit ket ? »
« Perak labourat, p’em eus da zebri kement ha ma karan diouz va c’hoant ? »
« Mat, kenavo neuze ! »
« Perak kenavo ken buan ? C’hoant hoc’h eus da