Alanig a selaoue tonnouigou ar mor o vouskana en e gichen. Soñjal a reas en e wreg hag en e vugale, o ouela du-se e Kastell-al-Laer, o klask gouzout petra oa deut da veza mestr an ti. Hirvoudi a reas dreist-holl war o flanedenn griz.
Deut e oa an noz. Alanig en doa graet eur c’housk. Sevel a reas. Diskuiz e oa marteze, met naon du en doa ivez. C’houez ar pesked fritet en tiez tosta a zeue gant flourder da hilliga d’ezañ e fronellou. Met, peogwir ne gargo c’houez vat ar rost ar c’hof morse, Alanig a yeas pelloc’h. Rak ne blije ket d’ezañ mervel gant eur c’horfad a spi.
Gwelout a reas war ar c’hae eun niver spontus a varikennadou gwin nevez degaset eus bro Spagn.
« Ar gwin », a soñjas Alanig, « a zo eun evadur nerzus, ha, panevet ar gwin, n’o dije ket ar soudarded gounezet ar brezel diweza ».
Teurel a reas eur sell en-dro d’ezañ. N’oa arz ebet oc’h ober e valtouter tro-war-dro. An ostaleriou, avat, a oa enno dokerien, pesketaerien gregin ha martoloded all oc’h ober cholori. Alanig a oa e-unan war ar c’hal.
« Mat », emezañ.
Klask a reas eur maen. Laoskaat a reas a daoliouigou sioul stouvell eur varikennad gwin ruz, ha, dre doull ar stouvell, ar gwin Spagn, houpik, houpik, a savas betek gourlañchenn Alanig.
Al louarn a evas eur c’horfad, ha zoken eur c’horfad re vras. A-benn eun abadenn e reas eur mell hik, ma voe darbet d’ezañ beza klevet diouz an ostaleriou. A-walc’h a win Spagn en doa evet. Ar blouzenn, dre doull ar stouvell, a gouezas er gwin. Alanig, aet
dinerz e zivesker, hag e benn o voudinella, a gouezas