Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/80

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ar vag, hag edo o vont da lammat e-barz. Alanig, avat, en doa kemeret eur roeñv, ha, gant eur vountadenn ouz ar c’hal, e roas tiz d’ar vag hag he c’hasas eun dek metr bennak pelloc’h.

An treizour a voe darbet d’ezañ koueza er stêr.

« Al louarn milliget ! » emezañ.

« Pa lavaran d’eoc’h oun al louarn besk ! » eme Alanig, hep teurel kont en e sotoniou.

Ar mor a ziskenne, hag ar stêr Elorn, da vare an dichal, a vez tiz bras ganti. Alanig a roeñvas, a roeñvas. Re zisvouedet edo, avat, ha n'en doa mui nerz a-walc’h da vlenia e vag. Dilezel a reas eta ar roeñvou. Lakaat a reas d’ar ouel, ha dao ! war-du Brest da heul nerz an dour. Kalz aesoc’h e oa d’ezañ.

Ne gredas ket mont da zouara e Brest, rak ne anaveze ket ar porz-mor. Heñcha a reas eta e vag war-du aod Sant-Mark, hag eno, hep beza gwelet gant lagad ebet, e touaras al louarn besk.

Alanig a gerzas war-du Brest, ar gêr vras. Mall a oa gantañ degouezout, rak skuiz e oa, ha naon bras en doa.

« E Brest », emezañ dezañ e-unan, « e kavin an tu, mod pe vod, da c’hounit va boued braoik-tre, e-pad eun abadenn, ha diwar goust ar re all zoken ».

Ne ouie ket, avat, penaos mont e kêr. Re a loened a wele er straedou. Penaos ober ? Gortoz an noz ? Ya, furoc’h e oa d’ezañ marteze. Mont a reas eta e tu ar mor, e-lec’h e vije bet e-unan. Gourveza a reas war an traez.

− 78 −