Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/78

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

tristoc’h da c’houzañv eget eur c’hof goullo gant eur galon digor.

Alanig a lammas eta er c’henta parkad sivi a gavas. Siouaz d’ezañ ! A-boan en doa sunet unan pe ziou ma voe klevet en noz eun tenn o strakal, hag Alanig o yudal evel eul loen gloazet marvel.

Allas, allas ! Alanig, ’m’eus aon n’oc’h ket louarn ken ? Penaos ne ouiec’h ket e oa diwallet ar sivi er parkeier, ha ne vez ket lakaet an dourn war madou an nesa hep droug pe doan da gaout ? An hini a zo desket a gavo atao desk. Derc’hel a reot soñj eta eus an noz-mañ, ha meur a wech e lavarot e oa gwall leskidik an holen bet diskarget war ho penn-adreñv, aet, siouaz d’ezañ, kizidikoc’h adarre !

Ne gredas ket Alanig distrei da di kenderv Job. Da sutal ! Alanig a oa droug ennañ. Ar wall chañs a oa kroget da stourm outañ ha ne gare ket re en holl eur seurt planedenn griz. Redek a reas dre an hentou gwaskedet ; c’hoari a reas an dro d’ar c’hêriou, o klask an tu da c’hoari eun dro gamm, ha ne reas nemet eun dro wenn.

Pa darzas sklerijenn genta an deiz, Alanig en em gavas dre eurvad e-tal an Treiz. Krena a rae, skournet ma oa bet, nann gant yenijenn an noz, met gant an naon hag an disvoued.

Klask a reas an treizour. Hemañ, avat, a oa oc’h eva eur banne kafe tomm en ostaleri, e di karet. Alanig, gant an aon en doa da rei da c’houzout e oa degouezet al louarn besk er vro (rak anavezet e vije bet) a gavas gwelloc’h lammat dioustu er vag, azeza enni, ha gortoz.

− 76 −