Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/77

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

skoude, ho fri, ho tiouskouarn, a ziskouez oc’h eus gouenn Alanig, hag, hervez am eus lennet war ar c’hazetennou, Alanig al Louarn, touzet hag eouliet e gorf, a dle beza heñvel ouzoc’h. »

« Emañ graet ganin », a soñjas Alanig, « ma tegouez d’in beza anavezet ».

Hag ar vleizez, en eur lipat eun askourn oan, bet krignet dek gwech a-benn neuze, a selle gant daoulagad avius ouz korf Alanig, daoust d’ar paour kaez louarn beza aet kastiz dre an trubuilhou en doa gouzañvet e-pad an deveziou tremenet.

Neuze, Alanig a lavaras herr :

« N’oun ket eul louarn ! n’oun ket eul louarn ! Evit d’in beza heñvel ouz Alanig, n’oun ket kar d’ezañ : Alanig en deus eur mell lost blevennek ha me n’em eus lost ebet ».

Hag e tiskouezas e benn-adreñv, nemet ken buan ma ne c’hellas den gwelout ruzder an trouc’h.

Debri a reas eun tamm. Lavarout a ran eun tamm, rak kof moan a reas, hag ar soubenn a voe roet d’ezañ da dañva ne oa warni o neui takad druzoni ebet.

Setu eta, pa voe aet ar vistri da gousket, e lammas Alanig er-maez dre ar prenestr evit mont da glask eun dra bennak da leunia e gof.

En em gavout a reas en eur parkad sivi. Alanig a anaveze mat sivi Plougastell, ha meur a wech, a-raok ma voe graet anezañ eul louarn besk, en doa tañvaet anezo e Kastell-al-Laer. Daoust d’ezañ karout gwelloc’h ar c’hig fresk kutuilhet war ar c’hludou, ne rae ket beg figus war ar sivi ken saourus. Soñjal a rae : « Ma n’eus ket enno magadurez, karga a raint atao va c’hof, ha vad eta da heul, rak neus netra

− 75 −