c’hoaz ez in ganeoc’h da Vrest, ha goude da Gemper, rak n’oun ket bet o welout va c’henderv pell ’zo ».
« Feiz, memes tra », a lavaras Alanig.
An noz a oa sklaer. Al loar a bare en hent.
« It araozoun », eme Alanig, « rak n’ouzon ket an hent ».
N’eo ket abalamour na ouie ket an hent eo en doa c’hoant da chom war-lerc’h, nemet abalamour e oa trouc’het e lost, hag e vije gwelet an trouc’h dindan sklerijenn al loar.
Alanig a voe degemeret mat e ti ar bleiz. Lavaret e voe d’ezañ azeza e-tal an tan evit en em domma. Ne blije ket nemeur da Alanig mont d’en em domma ouz an oaled, rak gant gor an tan e teue ar gouli fresk da veza gwall gizidik, hag ouspenn, aon en doa da ziskouez e benn-adreñv mac’hagnet. Respont a reas eta ne oa ket skuiz, hag e kave gwelloc’h chom en e sav.
Chom en e sav evit debri ? An holl a chomas souezet.
Alanig en em lakaas evel eur paour kaez, en eur c’hornig teñval, hag e gein troet diouz ar sklerijenn. Souezus e oa gwelout pegen lent e oa deut da veza abaoe ma oa bet mac’hagnet.
Kenderv Job a selle outañ hep tenna diwarnañ e zaoulagad.
« Lavarit d’in, aotrou, daoust ha n’oc’h ket eul louarn, ha kar marteze da Alanig an treitour ? »
Alanig a respontas :
« Nann, nann, na gredit ket. N’oun ket louarn ha n’oun ket eus gouenn al lern, ha n’anavezan Alanig nemet dre an torfedou spontus en deus graet ».
« N’oc’h ket eul louarn? Souezus eo kenañ. Koul-