Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/54

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ne vo loen ebet evidomp er rouantelez. N’eo ket mat beza atao enebourien, ha n’eo ket brao beza amañ, hizio, oc’h en em ganna dirak an holl. Ne blije ket d’in an emgann-se, met c’houi hoc’h eus tennet ar blouzenn diwar va skoaz, n’eo ket gwir ? War-lerc’h an dra-se ne oan ket evit nac’h an emgann, pe kollet em bije va brud er vro. Met klevit, bremaik n’em eus ket graet implij eus va holl nerz. Ma em bije bet c’hoant, em bije lazet ac’hanoc’h, ha n’em eus ket graet, abalamour n’em eus ket a gasoni ouzoc’h. Eul lagad am eus freuzet d’eoc’h hep soñjal, met n’eo ket eun droug bras, rak louzou am eus evit an holl gleñvedou, hag ho lagad a c’hellan parea, mar lezit va buhez ganin ».

« Eul lagad freuzet ne vez ket pareet », eme ar bleiz, rok.

« Klevit, aotrou Job, etrezomp, eul lagad kollet n’eo ket eur gwalleur bras, peogwir e vo al lagad mat kalz priziusoc’h evidoc’h. Hag ouspenn, d’an noz, en ho kwele, n’ho pezo nemet eur prenestr da serri ; padal ar re all a rank serri daou. Met ho korf, goude beza louzaouet, a vezo pare war an taol. Me a roio d’eoc’h ar c’hevrin eus va louzou ».

« Mat ! » eme Job, « met lavarit an dra-se herroc’h, evit ma klevo ar roue hag an aotrounez ».

« Aotrou Job, n’oun ket evit kaozeal herroc’h, gant ar bec’h a zo warnoun. Na waskit ket kement, ha me a lavaro kreñv evit ma klevo an holl ez oun eur gaouier bras ha n’em eus graet nemet droug d’eoc’h. Lavarout a rin em eus keuz kenañ, hag hiviziken e servijimp ac’hanoc’h, va gwreg, va bugale ha me. Petra ’lavarin ouspenn ? Komzit… Ne c’hounezot netra o laza ac’hanoun, nemet d’en em zifenn ho pezo

− 52 −