Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/53

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Grit goap bremañ ’ta, louarn brein, » emezañ, « ho koaperez hag ho poultrenn a gousto ker d’eoc’h, hag hoc’h eoul hag ho truzoni ne dalvezint ket d’eoc’h ».

Hag ar bleiz a waske d’e dro. Alanig ne oa ket evit ar bleiz gant e nerz-korf. Dre finesa ne lavaran ket. Met petra a dalveze d’ezañ kaout finesa p’emañ paket ha gwasket ha prest da darza ?

« Lavarit dirak an holl oc’h gaouier, laer ha muntrer, » eme Job, « pe lazet e viot bremaik. Hag ouspenn, goulennit pardon diganin ».

« Fall, fall ez a an traou », a soñje Alanig. « Ma c’houlennan pardon, ha ma anzavan dirak an holl ez oun gaouier, laer ha muntrer, e kollan va enor betek fin va buhez, ha ma ne ziskouezan keuz ebet, fin va buhez a zo tost marteze ! »

Gwall nec’het edo al louarn, me hen lavar d’eoc’h. Lavarout a reas da Job goustadik, e pleg e skouarn :

« Keuz am eus ha keuz bras da veza graet d’eoc’h an distera droug. C’houi a zo bet atao ken mat em c’heñver ! N’em eus nemet meuleudi da rei d’eoc’h. Mez am eus pa soñjan oun bet eur mignon disleal, eun treitour, hag eur gaouier brein. Hiviziken e kemmin buhez. Rei a rin d’eoc’h va holl vadou, eun teñzor prizius kuzet e-kichen tosenn Sant Mikael. Me a vo mevel en ho ti. Va gwreg ha va bugale a vezo ho servijerien. Toui a ran. Kement tra a bakin, yer, houidi, pesked a vezo d’eoc’h. O labourat, o tebri pe oc’h eva e rin atao hervez ho polontez. E pep lec’h e tiwallin ac’hanoc’h diouz kement loen faos a zo o c’hoari en-dro d’imp. A, Job kaez ! mar bezomp unanet, sonjit el labour mat a raimp hon-daou ! C’houi hoc’h eus an nerz ha me ar finesa. Ma vevomp unanet,

− 51 −